«Nevenoe, den a vrezel, krouer ur stad», gant Pol ar Floc’h

Daoust hag ez eo bet Nevenoe an den brasañ eus Istor Breizh ? Marteze. Hep faziañ avat, hor brezelour brasañ. Ha koulskoude, n’eus den, e-touez ar Vrezhoned veur, hag a zo beneutoc’h anavezet deroù e vuhez. Un tiern e oa moarvat, marteze eus koztez Ploulann-Veur, e Reter Bro-Wened, ha nann ur c’houer paour en dije dizoloet un teñzot, evel ma lavare e enebourion. N’ouzomp ket … Continuer de lire «Nevenoe, den a vrezel, krouer ur stad», gant Pol ar Floc’h

« Ar pezh a zle Roma d’ar Gelted », gant Abeozen (1941)

En e levr, Diwar-benn an Impalaerouriezh Roman, an Ao. Jerom Carcopino a skriv traoù m’eo talvoudus-tre deomp prederiañ war o divout. Setu un istorour a zo, dre e orin koulz hag e zeskadurezh, a-du krenn gant ar bed roman hag e welimp e trugareka ar Gelted zoken evit ar pezh a zo bet, d’hor meno, fazioù dibardon en o istor. . Ar Gelted eo o … Continuer de lire « Ar pezh a zle Roma d’ar Gelted », gant Abeozen (1941)