Atersadenn gant rener ar gelaouenn « Ar Gouloù Gwenn », Tepod Mab Kerlevenez

Hiziv e kinnigomp d’hol lennerien un atersadenn eus Tepod Mab Kerlevenez, rener ar gelaouenn vrezhoneg « Ar Gouloù Gwenn ». Desket en doa Tepod ar brezhoneg pa oa yaouank ha bremañ eo deuet da vezañ kelenner war ar brezhoneg e Bro-Gwened. Gouestlet en deus e vuhez d’ar brezhoneg ha da Vreizh: war dachenn ar politikerezh e stourm gant an Dael hag e gelaouenn « Ar Gouloù Gwenn » ha … Continuer de lire Atersadenn gant rener ar gelaouenn « Ar Gouloù Gwenn », Tepod Mab Kerlevenez

Bro-Dreger hag he rannyezh.

Bro-Dreger a zo ur rannvro eus Breizh hag ac’h a eus Montroulez betek an Trev. Ar stêr-se ac’h a d’ober an harz etre Bro-Oueloù ha Bro-Dreger. Teir lodenn ac’h a d’ober Bro-Dreger. Graet e vez Treger-Izel eus ar parrouzioù hag a zo e Mervent Bro-Dreger, war-dro Montroulez, pa vez anvet Treger-Vras al lodenn a zo er C’hôrnog, war-dro Lannuon ha Landreger ha Treger-Vihan al lodenn … Continuer de lire Bro-Dreger hag he rannyezh.

« Perak plegañ ho penn? » Ur barzhoneg diwar-benn ar Vaouez, skrivet gant Loeiz Herrieu (1957)

Hiziv e kinnigomp deoc’h ur barzhoneg skrivet gant Loeis Herrieu, unan eus hor barzh gwellañ. Skrivañ a rae Loeiz Herrieu e gwenedeg peogwir e oa gwenedour a-orin. Koulskoude e welot ne goll ket o bravantez e varzhonegoù lakaet e peurunvan : peurbadus eo oberenn Herrieu. Ar barzhoneg a ginnigomp deoc’h a zo bet tennet eus « Dasson ur galon », pennoberenn hor « Barzh-labourer ». Ennañ e welot gweledigezh … Continuer de lire « Perak plegañ ho penn? » Ur barzhoneg diwar-benn ar Vaouez, skrivet gant Loeiz Herrieu (1957)