Pádraig Pearse, dieuber Bro-Iwerzhon

Pádraig Pearse, pe Padrig Pearse e brezhoneg, a oa bet ganet e Dulenn d’an 10 a viz Du 1879. E dad, James Pearse, a oa Saoz a orin, hag e vamm, Margaret, a oa eus Dulenn. Pa oa 16 vloaz, e 1896, e lakaas Padrig Pearse e anv e-barzh Conradh na Gaeilge (ar C’hevre gouezelek), ur gevredigezh politikel a oa bet krouet evit difenn sevenadur … Continuer de lire Pádraig Pearse, dieuber Bro-Iwerzhon

« Hep brezhoneg n’eus Breizh ebet » (Roparz Hemon)

Pa ‘z on bet lakaet da rener ar strollad nevez anvet ar Framm Keltiek, ez eus un dra a lavaris, hag a lavaran hiziv adarre:  Ar brezhoneg en hol labour a rank derc’hel ul lec’h bras, al lec’h a enor, al lec’h kentañ. A-walc’h a strolladoù hon eus bet a veze graet eno pep tra e galleg, zoken ar studioù diwar-benn ar brezhoneg. Touet em … Continuer de lire « Hep brezhoneg n’eus Breizh ebet » (Roparz Hemon)

« Ar galleg hag ar brezhoneg » (Bleu-Benal)

E-leizh a Vretoned, filimet get ar galleg hag a sell ar brezhoneg èl ul lavar a netra, dihentet mend int dreist-holl get ar skolioù, a gred marse emañ ar galleg ur yezh komzet get un niver bras a dud, marse er bed a-bezh. Aveit bout speredet, sevenet ha desket emañ ret, herveze, gouiet ar galleg. Fari a rant hag a vras. Lec’h ar galleg nend … Continuer de lire « Ar galleg hag ar brezhoneg » (Bleu-Benal)

« Nann, Aotrou Maurras ! » gant Ch. Gaonac’h (1942)

« “Bro-C’hall e-unan” evel ma skrive Charlez Maurras, n’eus ket pell en e diwezhañ levr. Bro-C’hall e-unan ? Nann, lavaromp-ni, Bretoned, rak gouzout a reomp, re vat, pebezh planedenn e vije bet hon hini, hag hini meur a vroadelezh all, ma vije bet deuet an trec’h gant ar C’hallaoued. Arvarus a-walc’h eo bet buhez Breizh, abaoe m’az omp bet trec’het. Klasket en dije, ar wech-mañ, … Continuer de lire « Nann, Aotrou Maurras ! » gant Ch. Gaonac’h (1942)

« Karter-noz er c’hleuzioù (Pedenn ar Gedour) » gant Yann-Ber Kalloc’h

An deñvalded pounner a devaas war-dro din,War ledander al lann liv an noz ‘n em lede, Ha me glevas ur vouezh war ar c’hleuz o pediñ :O pedenn ar c’hadour pa gouezh goulou an deiz ! « Heol klañv an neñvoù goañv, setu eñ aet da guzh,Kleier an Anjelus o deus sonet e Breizh ; Marv eo an oaledoù, hag ar stered a luc’h :Lakait ur galon greñv, o … Continuer de lire « Karter-noz er c’hleuzioù (Pedenn ar Gedour) » gant Yann-Ber Kalloc’h

« Bevañ », ur barzhoneg skrivet gant Yann-Kel Kernaleguen

Hiriv e kinnigomp d’hol lennerien ur barzhoneg, skrivet gant Yann-Kel Kernaleguen, stourmer an FLB, evit derc’hel soñj anezhañ. Diskouez a ra ar barzhoneg temz-spered ar stourmer : ur gwir dispac’her an hini e oa, troet ouzh an tu-kleiz da vat. Evel-just, n’omp ket ni a-du gant ar pezh a embann pa lâr e vefe tud da vuntrañ hag all, met fellout a rae deomp diskouez … Continuer de lire « Bevañ », ur barzhoneg skrivet gant Yann-Kel Kernaleguen

«Nevenoe, den a vrezel, krouer ur stad», gant Pol ar Floc’h

Daoust hag ez eo bet Nevenoe an den brasañ eus Istor Breizh ? Marteze. Hep faziañ avat, hor brezelour brasañ. Ha koulskoude, n’eus den, e-touez ar Vrezhoned veur, hag a zo beneutoc’h anavezet deroù e vuhez. Un tiern e oa moarvat, marteze eus koztez Ploulann-Veur, e Reter Bro-Wened, ha nann ur c’houer paour en dije dizoloet un teñzot, evel ma lavare e enebourion. N’ouzomp ket … Continuer de lire «Nevenoe, den a vrezel, krouer ur stad», gant Pol ar Floc’h

« Ar pezh a zle Roma d’ar Gelted », gant Abeozen (1941)

En e levr, Diwar-benn an Impalaerouriezh Roman, an Ao. Jerom Carcopino a skriv traoù m’eo talvoudus-tre deomp prederiañ war o divout. Setu un istorour a zo, dre e orin koulz hag e zeskadurezh, a-du krenn gant ar bed roman hag e welimp e trugareka ar Gelted zoken evit ar pezh a zo bet, d’hor meno, fazioù dibardon en o istor. . Ar Gelted eo o … Continuer de lire « Ar pezh a zle Roma d’ar Gelted », gant Abeozen (1941)

Daoust hag-eñ eo Amerika ur Republik Vananezel bremañ ?

Dilennadeg prezidant ar Stadoù-Unanet eo ar bloaz-mañ etre ar Strollad Republikan ha Strollad ar Republik Vananezel, gwechall-gozh anvet Strollad Demokratour. Ha p’emaon o skrivañ an dra-se, emañ an Demokrated o klask distrujañ demokratelezh Amerika peogwir int bet disouezhet ur wech c’hoazh gant ar bobl. Deuet eo an trec’h gant Donald Trump ha ma’z eus bet tapet muioc’h a vouezhioù gant Biden, n’eo nemet peogwir en … Continuer de lire Daoust hag-eñ eo Amerika ur Republik Vananezel bremañ ?

« Hêrezh hon tadoù : ar Vro » gant Telen Aber (1919)

Ur vro dispar dre he c’haerder ‘deus roet deomp an deiz. He stumm eo kentañ stumm-bro a welas hon daoulagad a vugel hag a zo, dre-se, ker d’hor c’halon. Pep den a gar ar vro e pehini eo ganet, e pehini e reas e gammedoù kentañ, e pehini e tremenas deizioù kentañ e vugaleaj. Breizh-Izel, muioc’h eget pep bro, a zo karet gant he mibien. … Continuer de lire « Hêrezh hon tadoù : ar Vro » gant Telen Aber (1919)