Pádraig Pearse, dieuber Bro-Iwerzhon

Pádraig Pearse, pe Padrig Pearse e brezhoneg, a oa bet ganet e Dulenn d’an 10 a viz Du 1879. E dad, James Pearse, a oa Saoz a orin, hag e vamm, Margaret, a oa eus Dulenn. Pa oa 16 vloaz, e 1896, e lakaas Padrig Pearse e anv e-barzh Conradh na Gaeilge (ar C’hevre gouezelek), ur gevredigezh politikel a oa bet krouet evit difenn sevenadur ha yezh an Iwezhoniz.

« Ar C’hevre gouezelek »

E 1903 e kemeras penn An Claidheamh Soluis (ar C’hleze Skedus), kazetenn ar C’hevre gouezelek, a-raok sevel ur skol hollc’houezelek e Dulenn e 1908, skol St Enda, gant ar pal stummañ bugale d’ober anezho ur vegenn iwerzhonat, gouest da zifenn o bro hag o yezh.

« Ar C’hleze skedus »

Pa zeuas an Home Rule evit Iwerzhon e 1912, e savas Padrig Pearse a-du gant an emrenerezh. Ar bloaz war-lerc’h e emezelas en Irish Volunteers Force hag en Irish Republican Brotherhood, strolladoù dispac’hour bet savet evit difenn emrenerezh Iwerzhon.

Tamm-ha-tamm, e teuas Pearse e penn ar Volunteers. Pa darzhas ar brezel en Europa e 1914 e aozas Pearse an emsavadeg. D’al Lun Fask 1916 e savas tost 800 broadelour iwerzhonat evit ac’hubiñ kêr Dulenn, renet an holl anezho gant Padrig Pearse hag e gamaraded.

Dispac’hourien Bro-Iwerzhon

Dirak ti-post kêr Dulenn e embannas Pearse dieubidigezh an Iwerzhon. Goude ur sizhunvezh a emgannoù, e voe trec’het an Iwerzhoniz gant ar Saozon. Pearse a voe lazhet gant e gamaraded.

« Republik an Iwerzhoniz »

E 1916 e kondaonas an emsavadeg an holl dud pe dost en Iwerzhon. Met un nebeut bloavezhioù goude e krogas pobl Iwerzhon gant ur brezel dieubidigezh. E 1922 e oa bet dieubet Iwerzhon da vat.

« Ar Stad dieub »

Hiziv-an-deiz e vez gwelet Padrig Pearse evel unan eus harozed vrasañ Bro-Iwerzhon, padal e veze gwelet e 1916 evel un treitour gant an darn vrasañ eus an Iwerzhoniz. A-drugarez d’e aberzh e voe dieubet Bro-Iwerzhon da vat.

Chom a raio Padrig Pearse un den meur evit ar vroadelourion gelt : difennet en deus e yezh hag e vro betek ar marv. Dalc’homp soñj anezhañ da virviken !

In memoriam Pádraig Pearse

.

Logan Gourenez

Votre commentaire

Entrez vos coordonnées ci-dessous ou cliquez sur une icône pour vous connecter:

Logo WordPress.com

Vous commentez à l’aide de votre compte WordPress.com. Déconnexion /  Changer )

Image Twitter

Vous commentez à l’aide de votre compte Twitter. Déconnexion /  Changer )

Photo Facebook

Vous commentez à l’aide de votre compte Facebook. Déconnexion /  Changer )

Connexion à %s