E-leizh a Vretoned, filimet get ar galleg hag a sell ar brezhoneg èl ul lavar a netra, dihentet mend int dreist-holl get ar skolioù, a gred marse emañ ar galleg ur yezh komzet get un niver bras a dud, marse er bed a-bezh. Aveit bout speredet, sevenet ha desket emañ ret, herveze, gouiet ar galleg.
Fari a rant hag a vras. Lec’h ar galleg nend eo ket ar c’hentañ e-touez yezhoù en Europa ha nebeutoc’h c’hoazh e-mesk re ar bed a-bezh.
Ar germaneg eo ar yezh komzet ar muiañ en Europa. Àr-lerc’h e ta ar rusianeg, ar saozneg, an italianeg hag ar galleg. Ar pempvet eo enta ar galleg e-mesk ar c’hwec’h ugent parlant komzet en Europa. Anat eo nend eo ket tud gouez ha hep studi holl ar pobloù-se ha ne anavant ket ar galleg.

Ar sinaeg eo el lavar implijetañ er bed a-bezh. Àr-lerc’h e ta ar saozneg, ar rusianeg, ar spagnoleg (komzet ivez e broioù an Amerika d’an diaz), ar japaneg, ar bengaleg, ar galleg e-touesk ar 1500 yezh bennak a gomzer dre ar bed.
Diàr 1.800.000.000 a dud a vev àr an douar, 45.000.000 hepken a zo ar galleg o yezh pemdeziek, 40.000.000 en Europa ha 5.000.000 e broioù arall. Ha c’hoazh e konter en o mesk Elzasiz, Breizhiz, Euskadiz, Flandreiz, Korsiz hag a gomz, an darn vuiañ anezhe, ur yezh ha nend eo ket ar galleg.
Bretoned zo a garahe gwelet ar Frañs ar gentañ e pep-lec’h, hag a vez despet gete a pa ziskouezer dezhe emañ pell o c’hoant doc’h ar wirionez. Pellaat a ray c’hoazh neoazh, rak aes eo gwelet e vo truekoc’h he stad, àr-lerc’h ar brezel-mañ eget ne oa kent. Met bout zo tud ha ne vevont ket àr an douar-mañ : er houmoul ne lâran ket.
Brogarerion gallek int, ag ar re fallañ a fehe bout, pend eo gwir n’hellant karout ar Frañs hep c’hoantaat izelaat ar broioù arall hag o disprizein. Ankouehaat a rant penaos ur garantez hag a zo diazezet àr ar c’has nend eo mui nemet un tech-fall hag a zizenor ur c’hristen. Karout ur vro ne venn ket lâret e tleer kasaat ar broioù arall. Ar garantez-bro gwirion ne ra nemet ho tougein de garout muioc’h a vad d’ar vro a zo ho hani, hep c’hoantein droug erbet d’ar re arall.

Gwell e vehe d’ar Vretoned dihentet-se rein un tammig àr er garantez diroll-se a vagant e-keñver ar Frañs, da Vreizh o gwir vro.
Hor yezh-ni, ar brezhoneg, a zo er bevarvet yezh ha tregont e-mesk ar c’hwech ugent yezh komzet en Europa.
Yezhoù a zo a vez en em servijet anezhe muioc’h eget ne reer ag ar brezhoneg, gwir eo ; met bout a zo re arall ivez ha nend int ket komzet kement èl ar brezhoneg. Niver an dud a gomz ur yezh ne ra ket dezhi bout talvoudusoc’h. Bout a zo yezhoù ha nend int ket komzet kalz hag o deus muioc’h a vrud eget yezhoù komzet e-leizh.

Dalc’homp-ni d’hor brezhoneg. Ur benveg eo, groeit doc’h hor spered ha kempennet get kant ha kant midad tud ag hor gwad. Deskomp ean d’hor bugale a-vihanik ; studiomp ean eit ma ouiehemb en em servij anezhoñ. Greomp brud en-dro dezhoñ eit ma kreskay bemdez niver ar Vretoned dihunet hag a sello èl un enor komz, lenn ha skriv ar brezhoneg.
Bleu-Benal, a-barzh Dihunamb n°392, Ebrel 1944