« Nann, Aotrou Maurras ! » gant Ch. Gaonac’h (1942)

« “Bro-C’hall e-unan” evel ma skrive Charlez Maurras, n’eus ket pell en e diwezhañ levr.

Bro-C’hall e-unan ? Nann, lavaromp-ni, Bretoned, rak gouzout a reomp, re vat, pebezh planedenn e vije bet hon hini, hag hini meur a vroadelezh all, ma vije bet deuet an trec’h gant ar C’hallaoued. Arvarus a-walc’h eo bet buhez Breizh, abaoe m’az omp bet trec’het. Klasket en dije, ar wech-mañ, pladañ ac’hanomp, pe zoken, klasket an tu d’hen ober.

Bro-C’hall gant ur spered evel hennezh ne c’hell ket bezañ pennrener an Europa.

Bro-C’hall e-unan ? YA, a respontomp, ni Bretoned, ma fell deoc’h mervel, kentoc’h eget kenlabourat gant an Europa ; rak ni ne fell ket deomp mervel ganeoc’h, ni a fell deomp bevañ, advevañ kentoc’h, hervez hon doare.

Maurras en doa ul levezon vras war politikerezh Bro-Frañs da vare ar Marichal Pétain

Bro-C’hall e-unan ? Den n’hell bezañ e-unan bremañ.

Ha Maurras eo brasañ meizour Bro-C’hall mod nevez. Maurras, mab ar C’hreisteiz, difennour ar spered latin a-enep spered an Hanternoz.

Setu ne chom nemet ni, Bretoned, er C’hornôg, prest da gemer perzh el labour. Ganeomp e teuio ar feiz, ur feiz birvidik. Fellout a ra deomp lakaat ur spered nevez da ziwan en hor Bro, ur spered distaget eus kement fazioù lakaet ennomp gant ar skolioù dinatur, gant un doare-bevañ dieneek, gant ur bolitikerezh vrein.

Amañ, e Breizh, e fell deomp reiñ un dalvoudegezh d’ar vuhez : da vuhez ar spered, da vuhez ar c’horf. Ur vuhez hag a dalvezo ar boan bevañ anezhi. »

.

Ch. Gaonac’h

Tennet diouzh : https://gallica.bnf.fr/ark:/12148/bpt6k898512n/f1.item.zoom

Votre commentaire

Entrez vos coordonnées ci-dessous ou cliquez sur une icône pour vous connecter:

Logo WordPress.com

Vous commentez à l’aide de votre compte WordPress.com. Déconnexion /  Changer )

Photo Facebook

Vous commentez à l’aide de votre compte Facebook. Déconnexion /  Changer )

Connexion à %s