« Bevañ », ur barzhoneg skrivet gant Yann-Kel Kernaleguen

Hiriv e kinnigomp d’hol lennerien ur barzhoneg, skrivet gant Yann-Kel Kernaleguen, stourmer an FLB, evit derc’hel soñj anezhañ. Diskouez a ra ar barzhoneg temz-spered ar stourmer : ur gwir dispac’her an hini e oa, troet ouzh an tu-kleiz da vat. Evel-just, n’omp ket ni a-du gant ar pezh a embann pa lâr e vefe tud da vuntrañ hag all, met fellout a rae deomp diskouez e demz-spered dezhañ. Dalc’homp soñj anezhañ !

.

Bevañ

Bevañ a fell din

Sellout ouzh ar stered

o sterediñ

Lammat ha daoulammat

Er parkeier, er foenneier

Redek ar-lerc’h an nadozioù-aer

splujañ en dour, er gwin

E gouin ar merc’hed

En em vezviñ gant

Ur re gorfad buhez

ma zo tu -turlututu chapo pointu-

da gaout re eus ar vuhez e.e…?

.

Ha goude-se flastrañ, mastarañ, muntrañ, raskañ, skarzhañ an archerien, ar vourc’hizien, ar veleien, ar ouizieien, ar re vrein.

.

Ha tarzhañ o strakal en tanflamm.

.

Yann-Kel Kernaleguen

Votre commentaire

Entrez vos coordonnées ci-dessous ou cliquez sur une icône pour vous connecter:

Logo WordPress.com

Vous commentez à l’aide de votre compte WordPress.com. Déconnexion /  Changer )

Image Twitter

Vous commentez à l’aide de votre compte Twitter. Déconnexion /  Changer )

Photo Facebook

Vous commentez à l’aide de votre compte Facebook. Déconnexion /  Changer )

Connexion à %s