« Ar pezh a zle Roma d’ar Gelted », gant Abeozen (1941)

En e levr, Diwar-benn an Impalaerouriezh Roman, an Ao. Jerom Carcopino a skriv traoù m’eo talvoudus-tre deomp prederiañ war o divout. Setu un istorour a zo, dre e orin koulz hag e zeskadurezh, a-du krenn gant ar bed roman hag e welimp e trugareka ar Gelted zoken evit ar pezh a zo bet, d’hor meno, fazioù dibardon en o istor.

.

Ar Gelted eo o deus aotreet Roma da vezañ, en ur zisoliañ galloud Etruskiz. Roma n’eo bet, war he deroù, nemet ur stagadenn latin eus domani Etruria. Mard eo bet ar Romaned, er bloaz 406, trec’h Etruskiz, ez eo dre ma oa ar re-mañ taget diouzh an tu gin gant ar Gelted. Pa gejas ar Romaned evit ar wech kentañ, er bloaz 389, ouzh bagadoù ar Gelted, e voe evit gouzañv un drouziwezh na zisoñjit morse, war ribl ar stêr Allia. Roma a voe da c’houde aloubet ha losket, ne voe ket avat dalc’het ganto. Ha diouzhtu e teuas dezhi en dro nerzh a-walc’h da sujañ al latined.

Er c’hantved war-lerc’h, argadadegoù dibaouez ar Gelted a redias Roma da gas dalc’hmat he nerzh war greskiñ. Pa zeuas Annibal eus Bro-Spagn da dagañ ar Romaned, e ouie mat ar brezelour Karthadad n’helle dont a-benn eus e enebourien nemet gant skoazell bagadoù diniver ar Gelted, ha siwazh dezhañ ha d’ar Gelted ! ne deuas morse a-benn da zigeriñ dezho a daoulagad war ar poent-se. Eus ar 55.000, a droadeien hag an 9.000 marc’heger a dreuzas ar Pireneoù, ne chome gantañ nemet 38.000 troadeg, goude treuzet gantañ ar stêr Rhodanos. Pa zegouezhas en tu all d’an Alpoù ne chome dezhañ nemet 12.000 Afrikad, 9.000 Iberad ha 6.000 marc’heg. Dizunvaniezh ha digasted Kelted Kisalpina a gasas da netra mennad meur Annibal. Kelted an daou du d’an Alpoù n’o deus morse roet war un dro da Annibal ouzhpenn 20.000 troadeg ha 5.000 marc’heg. Muioc’h a dud o doa lazhet dezhañ etre ar Pireneoù hag an Alpoù.

Les éléphants d'Hannibal
Annibal hag e arme

.

Ar brezel ouzh ar Gevredidi n’hellas treiñ da vat evit Roma nemet gras d’ar gadourien a gavas e Kisalpina. An armead a 140.000 brezelour, a dennas ac’hano, eo a sujas an emzavidi, hag en dro-mañ c’hoazh ar Gelted eo a viras ouzh beli Roma da vezañ dispennet evit mat.

.

Aloubidigezh Galia gant Julius Kesar eo a roas da hemañ an tu da reiñ d’ar stad roman e furm peurechu. En e arme, niverus-tre oa Kelted Kisalpina, hep menegiñ ar skoazell a gavas a berzh an Aedued, ar Remed, al Lingoned. War an eizh Legion en doa en e arme, etre 57 ha 53, pevar oa bet savet e Kisalpina, da lavarout eo an XIvet, an XIIvet, an XIIIvet, ar XIVvet.

Celtes et Romains au combat
Pa’z aloubas Kezar Galia e oa ur bern Kelted Kisalpina gantañ

Pa stagas Kesar da eilpenniñ gouarnamant e vro, e kasas da benn ar brezel nevez-se gant sikour ar C’halianed oa o paouez faezhañ. E soudarded kozh, Kelted eus Kisalpina evit al lodenn vrasañ anezho, a chomas divrall er gwashañ emgannoù, e Farsalos, e Thapsos, e Munda. Strollad an Alc’houeder, ar bempvet legion, oa bet engouestlet ar soudarded anezhi e Galia. Ha ne voe ket par d’e zek mil marc’heg galian da ober ur skub d’un dachenn emgann, adal ar bloaz 49.

Daou gantved a strivoù poanius oa bet ret da Roma evit diazezañ he beli war domani ar Gelted e Kornôg Europa. Pemp bloaz a voe a-walc’h evit ma teuje bagadoù ar Gelted ujet, da sikour Kesar da ziskar ar republik roman ha, betek an deiz diwezhañ, e c’hello an impalaered fiziañ er Gelted evit brasaat ha difenn an impalaeriezh.

.

Panevet Keltia, impalaeriezh Roma a vefe deuet dezhi buan ul liv gresian ha reterel. Ar Gelted o deus sikouret sevenadurezh Roma d’en em skignañ ha strivet war un gro d’he feuraozañ. E kreisteiz Galia eo o deus desket ar Romaned d’ober diazezadennoù nevez. Seurt embregerezhioù n’oant tamm ebet ouzh o doare-spered da gentañ. Ha paneveto n’en dije ket koulsoude padet ken pell unvaniezh ar bed roman.

Dindan mantell c’hloan ar Gelted, deuet da vezañ gwiskamant brezel ar soudard roman, ar sagum, gantañ en e zorn ar gladios, kleze Kelted Iberia, eo deuet a-benn brezelour Roma eus armoù ar roueedigoù hellenadek. Muioc’h c’hoazh eget an Ejipt, dalc’het a-ratozh kaer gant ar Gezared er-maez eus buhez ar rannvroioù all, he deus pouezet Keltia war buhez pemdeziek ar bed roman. Dedennet gant levezon ar Reter, gras da skouer ha da niver ar Gelted ez eo chomet ar bed roman stag ouzh doare bevañ ar C’hornôg, dreist-holl e keñver al labour-douar hag ar magañ-loened.

Agriculteurs celtes
Labourerien-douar eus ar c’hentañ e oa ar C’halianed.

Digant ar Gelted en deus resevet al labourer-douar roman binvioù gwellaet:

  • un arar frammet war gilhoroù ; 
  • ur vederezh a rae hec’h unan labour ur strollad mederien gant filzier ;
  • desket o deus gant Salassed traonienn Aosta ar c’hiz da dreiñ an ed e glas ;
  • gant an Drevired o deus dekset hadañ gwinizh Meurzh, goude ar revejer ;
  • an Aedued o deus degaset dezho an temzañ gant ar raz
  • Ar Veljed an temañ gant ar merl.

    Dindan levezon ar Gelted ez eo chomet ar Romaned, gras da varc’had mat greun Galia, stag ouzh o doare boued kozh, diazezet war ar bleud hag ar c’hig-moc’h a zeue dezho eus tropelladoù diniver ar moc’h maget gant koadeier Keltia. Evit an died, hevelep levezon a-berzh Kelita. Biorc’h ar C’halianed a gemeras, war daol an dud vunut, dre ar bed roman penn-da-benn, lec’h ar gwin, deuet da vezañ re ger en amzer Diokletian. Pa stagas ar C’halianed gant gwinienna, ganto e teskas ar Romaned d’ober implij e-lec’h eus o amforennoù-pri eus barriennoù tufennet, ma teaus enno ar gwin mat da gemer, diwar gozhañ e vlaz dispar ha da c’hellout gouzañv hep riskl ar beajoù hirañ.

Pourvezet gant gloan, lin ha lêr ar Gelted, Italia hag an holl rannvroioù roman a zegemeras, da nebeutañ an dud vunut anezho, ar gizioù keltiek: ober a raent gant ar c’hougoul, cucullus; gant ar galochennoù, gallicae ; gant ar chupenn vilginek, caracalla; gant ar bragezeier ledan, bracae. Gwiskamantoù Keltia o deus gwisket an impalaeriezh a-bezh.

.

Karrerezh dispar ar Gelted en deus, diouzh un tu all, aesaet al loc’hañ-diloc’hañ eus marc’hadourezioù Keltia a-dreuz ar bed roman. Ar Romaned, anezho eus ur boblañs digantread, n’anavezent ket kirri bras ar Gelted, ma rae ganto bagadoù an alouberien gelt da zizougen o fakadoù diniver ha da greñvaat o c’hampoù a-zoug an noz. Amprestet o deus lies-doare kirri ar Gelted gant o anvioù en-eeun: ar c’harr-pounnet, carrus; an tumporell, benna; ar c’harr emgann, covinnus; ar wetud peder-rod, petorritum; ar c’harr skaoñek, rheda; ar c’harr diou-rod goloet, essedum; ar garriolenn skañv, cisium. Kezeg ar post impalaerel a oa dezho, abaoe diwezh ar c’hentañ kantved, un anv keltiek : veredi a raed anezho.

Chars de combat celtes
Kirri ar Gelted o deus bet ul levezon bras war ar bed latin

Evit troc’hañ berr, degemeret gant ar bed roman, gizioù ha doareoù bevañ Keltia eo o deus aotreet d’an arboellouriezh anezhañ da badout pelloc’h eget an Henamzer ha da zont da vezañ, e gwirionez, diazez ar pezh a reomp anezhañ sevenadur ar C’hornôg.

.

    Ouzhpenn se, pinvidikaet o deus ar Gelted, marteze hep gouzout dezho, spered ha kened sevenadur Roma. Daoust da levezon ar C’hresianed war lod anezho, ur wech sujet gant ar Romaned, ar Gelted a zo bet sentus-tre ouzh o mistri nevez. En em reiñ dezho o deus graet korf hag ene. Bet o deus en digoll un arz, ul lennegezh, ur brederouriezh. Degemeret gant ar Gelted, en deus arz ar Romaned gallet dont da vezañ diwezhatoc’h an arz romanek. Derez buhezegezh ar Gelted a oa kalz uheloc’h eget a rofe da grediñ lavarennoù ar re o deus klasket abeg enno. Re ez eus bet pouezet war o boaz d’ober gant al lid-lazhadegoù tud. Habaskaet o deus an Drouized, sur a-walc’h, ar c’hiz-se. M’en deus an impalaer Claudius kastizet an Drouized ne deo nemet evel m’en deus kastizet divinourien Kaldea.

Al lec’h-dreist roet e Keltia d’ar vaouez a zo manet divrall goude aloubidigezh ar Romaned. Chomet eo ar Gelted stag ouzh o c’hredenn d’ar Mammoù, Matres Gallicae. Buan ez eo en em skignet e touez Kelted ar C’hornôg ar gredenn e Mamm Veur an Doueed, Kubelê, ma’z oa he neved e Pessinontê, e bro ar C’halated. Marteze ivez eo da sujidigezh ar Gelted ez eo dellezek lennegezh Roma eus freskder gweladurezh ha trivliadoù he barzhed, en amzer impalaerel. Teurel ple ez eo Catullus ha Vergilios, anvioù keltiek dre o gwrizienn. Gant unvaniezh an hellenelezh ouzh al latinelezh, e vo bet kenvuhez ar Gelted hag ar Romaned taol-chañs dreist an impalaeriezh roman ha mad brasañ an Henamzer.

.

    Roet em eus pizhañ ma’m eus gallet mennozhioù an Ao. Carcopino, hep kemmeskañ ganto an enebadennoù a c’hell tarzhañ en hor spered ouzh lenn e skrid. Talvoudus-tre eo deomp anaout pezh a soñj an hini a zo hiziv e penn an deskadurezh e Bro-C’hall. Pa ro meuleudi d’hor c’hentadoù da vezañ homet hep gounit skiant politikel a-walc’h da verzhout pelec’h e oa mad o Gouenn, n’eus tamm lorc’h ebet ennomp. Nebeutoc’h c’hoazh pa ziskouez magañ trugarez outo da vezañ deuet ken aes da vezañ Latined a yezh. Pa zispleg, avat, pegen talvoudus eo bet ar Gelted d’ar bed roman war dachenn ar vuhez pemdeziek, e rankomp anzav ez eo prizius-tre ar pezh a lavar, dreist-holl p’en em ziskouez, hiziv-an-deiz, planedenn stad Vro-C’hall ken heñvel ouzh hini impalaeriezh Roma war ziskar.

    Daoust da Vreizh da vezañ ur vroig dister e-keñver Keltia gozh, anezhi eo ivez e teu hiziv ul lodenn vras eus boued ar stad faezhet. Hon tud a zo a-hend-all nezh yac’hañ ar C’hornôg. Spi hon eus, avat, ha poaniañ a rankomp, ni Brezhoned dihunet, gant holl nerzh hor spered hag hor c’halon, evit an ampoent, da virout n’en defe, un deiz, an Ao. Carcopino, pe unan eus e warlerc’hidi, al levenez da drugarekaat diwezhañ Kelted an Douar Bras, dre m’o deus aberzhet d’o c’harantez ouzh o mistri, ar brezhoneg, diwezhañ arouez o C’heltelezh.

Le monde des Celtes carte
Bed ar Gelted gwechall

    Hep ar brezhoneg ne vezimp mui Kelted. Gant ar brezhoneg eo e tieubimp spered pobl Vreizh, mar gall bezañ dieubet c’hoazh. Kantvedoù ha kantvedoù sentidigezh spered a zo sammet war divskoaz tud hor bro. Darvoudoù an amzer-vremañ a zo an digouezh n’eu nemetañ ma c’hellomp kaout an tu, gras dezgo, da hejañ ar yev diwar hor spered hag hor c’halon muioc’h c’hoazh efet diwar hon izili.

    Emgann diwezhañ Keltia an Douar Bras a zo krog da vat en-dro-mañ. Treiñ a raio en doare m’eo dellezek ar Vrezhoneg e trofe. Gwashañ dismegañs a c’hall kouezhañ warnomp eo dellezout, deiz pe zeiz, meuleudi moustrerien bennek ha genoumel hor C’heltelezh.

4 réflexions sur “« Ar pezh a zle Roma d’ar Gelted », gant Abeozen (1941)

  1. Dudius ar pennad. Ha gwir eo evit ar brezhoneg hiziv, benveg talvoudusañ ar geltelezh vrezhon ! Un evezhiadenn vihan avat diwar-benn ar reizhskrivadur : vioù-koukoug a zo silet e-barzh an destenn (fazioù bizskrivañ evel da skouer « homet » e-lec’h « chomet », pe « Ketlia » e-lec’h « Keltia ».)

    J'aime

Répondre à Tepod Annuler la réponse.

Entrez vos coordonnées ci-dessous ou cliquez sur une icône pour vous connecter:

Logo WordPress.com

Vous commentez à l’aide de votre compte WordPress.com. Déconnexion /  Changer )

Photo Google

Vous commentez à l’aide de votre compte Google. Déconnexion /  Changer )

Image Twitter

Vous commentez à l’aide de votre compte Twitter. Déconnexion /  Changer )

Photo Facebook

Vous commentez à l’aide de votre compte Facebook. Déconnexion /  Changer )

Connexion à %s