« Hêrezh hon tadoù : ar Vro » gant Telen Aber (1919)

Ur vro dispar dre he c’haerder ‘deus roet deomp an deiz. He stumm eo kentañ stumm-bro a welas hon daoulagad a vugel hag a zo, dre-se, ker d’hor c’halon.

Pep den a gar ar vro e pehini eo ganet, e pehini e reas e gammedoù kentañ, e pehini e tremenas deizioù kentañ e vugaleaj.

Breizh-Izel, muioc’h eget pep bro, a zo karet gant he mibien. Kement-se n’eo ket souezhus pa zouger eo hi ur vro gaer meurbet, ur vro hag a zo un emmesk a vor, a venezioù, a stêrioù, a goadoù amezek a ro dezhi un doare dudius evel ne gaver e nep bro all war dro.

Morioù Breizh a zo kaer, buhezek. Pebezh dudi eo evit an divroad a zegouezh eus an douar-bras gwelet ar mor-se e kounnar, fuloret, oc’h en em stekiñ eonennus ouzh ar reier en ur voudal gant ur vouezh sonn ha krozmolus !

Stêrioù en em astenn stank ha stank e-barzh an douar o rannañ ar vro hervez m’eo falvezet gant an natur, o lezel amañ hag ahont menezioù war bere e vleuñv ar brug hag al lann, plaenennoù e pere ne chom tamm repoz gant an douar turiet ma’z eo hep ehan gant ar bal hag an alar, traoniennoù gwisket gant glasvez ha bleuniù ar pradoù.

Setu ar vro evel m’eo bet roet deomp gant ar C’hrouer. Dorn an den a zo deuet goude da reiñ dezhi ur stumm, un doare disheñvel diouzh pep bro all, ur stumm-bro graet gant dorn an den hervez e stumm-spered.

An arouezioù eus an Tremened a gaver e pep korn a Vreizh, ar chapelioù kozh ken niverus er vro a zo skeudennoù eus kredennoù ha sevenadur hon hendadoù, a ziskouez o stumm-spered hervez pehini int savet.

Gant ar vro, hon tadoù o deus roet deomp ur « Vroadelezh » rak ar vro he deus dezhi he yezh, he gwiskamantoù, he hengounioù hag e sevenadur a zo dre wir, ur vroadelezh.

Breizh he deus ur yezh dispar, kozh meurbet, a harpas ouzh kement he deus klasket he diskar hag a zo atav buhezek.

Da zoare ar Vro, hon tadoù o deus kenveriet ur stumm all hag a zo ul liverezh eus o spered a ouenn : ar gwiskamantoù. Gwiskamantoù Breizh a zo disheñvel-tre diouzh ar pobloù amezek, hag a zere mat diouzh stumm ar vro.

N’eo ket souezh eta e vije Breizh, muioc’h eget pep bro karet gant he mibien pa soñjer eo bet krouet ha stummet gant hon hendadoù hervez o stumm-spered. An natur a ro d’ar mab mennozhioù e dad, dre-se eo sklaer e plijo da ziskennidi oberourien ar vro ar stumm-bro-se ijinet hervez ar stumm-spered a zo deuet dezhe en ur c’henel.

Breizh n’eo ket eta ur « rannvroelezh ». Breizh a zo Vroadelezh krouet ha stummet gant hon hendadoù, diskennidi ar Gelted, a viras dre ar c’hantvedoù ar spered-ouenn buhezek, disklabezeus saotrerezh ar sevenadur estren, hag a zo evidomp un hêrezh meurbet sakr pehini eo eus hon dlead e viret d’hon gourmibien disklabez ha glan evel m’eo bet miret deomp. Hen a dle bezañ evidomp ken ker hag ar c’haerañ teñzorioù, arabat eo deomp e lezel da vont da goll, da vezañ flastret ha mastaret dindan treid an estren.

Daoust ha tostaat a ra an deiz ma vo mouget holl spesioù hon spered-bro ? Kalz Breizhiz, siwazh ! a chom bremañ diseblant ouzh kement a sell ouzh Breizh-Izel. An avel gall he deus (?) ha bransellet o c’halon, o spered hag e tizhonjont buan kement-tra a chom c’hoazh a stumm breizhek e Breizh.

Emaomp o koll, nebeut ha nebeut, takenn ha takenn, ar Vroadelezh-se ken enorus, eus pehini hon eus leac’h da vezañ her ha lorc’hus. An hêrezh-se a seblant bezañ bremañ dilezet muioc’h mui gant ar re a zalc’h dioutañ an donañ spesioù. War ar maezioù eo an donañ griziennet yezh, gizioù, kustummoù, kredennoù kozh Breizh-Izel. Er maezioù ivez, e tegouezh bremañ, degaset gant korventennoù un hadenn a stummoù gall. Pep hadenn en ur ziwan a ra evel al louzeier er parkeier, a wask hag a voug en ur greskiñ ar plantennoù tener galvet da sevel hag a rank disec’hañ etre skilfoù ar gwasker.

Breizhiz, ha dilezel a raimp an hêrezh-se ken kaer, ken talvoudek, ken sakr ?

Ma ne fell deomp e welet o vont da goll eo poent bras deomp sevel d’e zifenn, n’eo ket hepken a-enep an enebour, mes ivez a-enep ar Vreizhiz a labour d’e ziskar, darn dre faltazi, darn hep hen gouzout.

Hon dlead eo stourm : War sav eta, evit buhez ar Vro !

Telen Aber, 1919

Votre commentaire

Entrez vos coordonnées ci-dessous ou cliquez sur une icône pour vous connecter:

Logo WordPress.com

Vous commentez à l’aide de votre compte WordPress.com. Déconnexion /  Changer )

Image Twitter

Vous commentez à l’aide de votre compte Twitter. Déconnexion /  Changer )

Photo Facebook

Vous commentez à l’aide de votre compte Facebook. Déconnexion /  Changer )

Connexion à %s