Atersadenn gant rener ar gelaouenn « Ar Gouloù Gwenn », Tepod Mab Kerlevenez

Hiziv e kinnigomp d’hol lennerien un atersadenn eus Tepod Mab Kerlevenez, rener ar gelaouenn vrezhoneg « Ar Gouloù Gwenn ». Desket en doa Tepod ar brezhoneg pa oa yaouank ha bremañ eo deuet da vezañ kelenner war ar brezhoneg e Bro-Gwened. Gouestlet en deus e vuhez d’ar brezhoneg ha da Vreizh: war dachenn ar politikerezh e stourm gant an Dael hag e gelaouenn « Ar Gouloù Gwenn » ha war dachenn ar sevenadur gant e levrioù hag e ganaouennoù. Ur paotr oberiant ma’z eus unan.

Tepod Mab Kerlevenez

Gallout a rafec’h en em ginnig d’hol lennerien ?

Ma anv zo Tepod Mab Kerlevenez. Dizoloet em eus e oan Brezhon pa oan ugent vloaz dre lenn un Istor Breizh, istor n’anavezen tamm ebet. Dre-se am eus soñjet e oa ret din komz brezhoneg evit bezañ ur gwir Brezhon a-benn ar fin, evel pep Saoz a oar saozneg. Dibosupl eo hervezon bezañ Brezhon hep komz brezhoneg, pe asantiñ e ve e vefe ar Vrezhoned un ispobl, dezhi ur yezh ha na oar ket. Gant-se am eus splujet buan e metoù an Emsav pa glasken ar Vrezhoned, eleze tud hor pobl emskiantek eus hor stad a-vremañ hag a ra evit Breizh. Ergerzhet em eus kalzig enframmoù ha strolladoù a bep seurt hag hiziv, pa ‘z on tregont vloaz, ez on kelenner war ar brezhoneg e skolajoù divyezhek katolik. Klask a ran bepred bevañ gant Brezhoned evidon da santout flamm ar vroadelezh vrezhon o vevañ ennon. Karout a ran Breizh ha me garfe e vefe ur vro evel ar re all, da lavarout eo dizalc’h ha difennet gant he Stad emveliek dezhi.

Petra eo ar Gouloù Gwenn ? Piv a zo tud ar skipailh ? Piv a zo ho lennerien ?

Ar Gouloù Gwenn a zo anv ur gelaouenn, bihan a-walc’h e gwir, hag a renan a-gevret gant Yann Mikael. A-raok e oa anvet Kannadig Imbourc’h met Tepod Gwilhmod en doa kinniget din kemm anv ar gazetenn, ar pezh am eus graet. En-dro da Gannadig Imbourc’h e oa katoliked vrezhoneger, ha bremañ ez eo chomet digemm a-walc’h p’hon eus dalc’het an hevelep koumananterien. Un hanter-kant bennak a zo, hag int troet ouzh mennozh Breizh dishual ha katolik, troet ouzh an hengoun.

Ar Gouloù Gwenn, kelaouenn ur Vreizh vrezhon

Me garfe ledanaat an traoù ha digeriñ an nor d’ar re n’int ket katoliked ivez, pa ‘z eo kont evel-se gant ar brasañ niver eus ar Vrezhoned a-benn ar fin hiziv an deiz. Me ma-unan n’on ket bet badezet ha n’on ket bet desavet e feiz Jezuz Krist, ha gouzout a ran mat tre ez eus kalz tud en em gav en hevelep plegenn ha me : a-du gant an Iliz, gant ma vefe brezhon ivez. Siwazh, an Iliz – oferennoù, beleien – n’eo ket gwall vrezhon. Er skipailh neuze ez omp daou, hag a-wechoù e resevomp pennadoù a-berzh mignoned ivez a embannomp.

Ar Gouloù Gwenn a zo ar gelaouenn vroadelour nemeti e brezhoneg. Perak eo ken gwan an Emsav brezhon d’ho soñj ?

An Emsav ‘zo o tont a-bell, ha gwall hejet eo bet en e red-buhez abaoe 1898 hag ar vroadelourien vodern kentañ. An Emsav, hag a zo bet a-viskoazh e bal derc’hel ar sevenadur brezhon bev e Breizh da gentañ, ha klask sevel enframmoù stadel dizalc’h da eil, dre c’hounit tachenn war ar politikerezh pergen, en deus kollet kalz nerzh hiziv ha d’am soñj n’eo ket kement-se abalamour d’ar Vrezhoned o-unan – daoust ma ‘z int da damall ivez – met dreist-holl abalamour d’ar vedelidigezh a vevomp enni. Ar sistem hollek kosmopolit a ren en Europa a stourm taer ouzh ar broadelouriezhoù. Ar vroadelourien a vez kaset buanoc’h dirak al lezioù-barn ha d’an toulloù-bac’h eget an estrenien a ren gwalldaolioù (muntroù, gwalloù merc’hed, laeroñsioù ha taolioù-fuzuilh er bannlevioù n’int ket oberenn ar vroadelourien europat). E-se, aon o deus ivez ar Vrezhoned a-du gant ar mennozh broadel rak kemer perzh er stourm ha lakaat o mouezh da zistoniñ. Aon o deus ivez da ziskouez o dedenn ouzh kelaouennoù broadelour evel Ar Gouloù Gwenn. Ha padal, kalzik dizalc’hourien a zo e Breizh bepred.

Embannet ho peus a bep-seurt levrioù e brezhoneg gant ho ti embann « Embannadurioù ar Gouloù Gwenn ». Penaos e welit dazont ar brezhoneg ?

Embannet em eus kalzik peogwir e skrivan kalzik, hag embannet em eus anezho ma-unan dre ma ne gaven ti-embann brezhon ebet a-du gant embann anezho. Evit dazont ar brezhoneg ez eo ar c’hentañ kantved warn-ugent a-vremañ ar c’hantved bras evit hor yezh : emañ o vont d’ober al lamm bras, pe en diskar hag en ankounac’h, dilezet da vat gant ar Vrezhoned, pe war-du an dasorc’hidigezh hag an adperc’hennidigezh gant ar bobl. Ar skolioù ha rouedadoù an tiez-embann ‘zo an enframmoù gwellañ – ha koulz lavarout nemeto – hon eus. Ret eo kontiñ warno, difenn anezho ha ober e doare ma c’hellint kreskiñ ha kemer pouez er gevredigezh. Met ne vo ket a-walc’h. An dud kiriek eus planedenn ar brezhoneg a zo ar vrezhonegerien dreist-holl, ha ret e vefe dezho hiziv cheñch temz-spered hervezon. Re seven int ha ne gredont ket embann palioù resis a-benn chom hep feukiñ den ebet : n’eus pal resis hag a vije bet embannet, ha pa vefe gant ar rannvro pe gant rouedad ar skolioù. Ret e vije kaout ur programm a vrezhonekadur eus Breizh, da vihanañ anavezet etrezomp-ni Brezhonegerien, ha da heuliañ ha da seveniñ, rak ar brezhoneg ne c’hello ket bevañ e-kichen ar galleg.

Unan eus al levrioù embannet ha skrivet gant Tepod.

Bro ebet, pobl ebet n’he deus div yezh. Un taol sikour mat evit ar brezhoneg da gemer pouez er gevredigezh a vefe postañ sammadoù bras arc’hant ennañ, ha pa ne c’hell ket bezañ a-berzh an arc’hant publik a zo arc’hant ar C’hallaoued, e rank bezañ a-berzh arc’hant privez ha tud pinvidik tomm o c’halon ouzh ar vroadelezh vrezhon.

En ho levr « An Dazont Klodus » e ijinit ur skol hag a vefe e brezhoneg penn-da-benn evit desevel pennoù bras Breizh a warc’hoazh. Ha greapl eo ar raktres-se e Breizh hiziv-an-deiz d’ho soñj ?

Ya, gallout a ra bezañ graet. Ar skolioù Diwan a ziskouez deomp eo posubl. Kroget o doa gant ur c’hlasad kentañ en ur skol gentañ, gant nebeut tre a vugale, ha tamm ha tamm o deus kresket. Ne vije nemet bodañ un nebeut Brezhoned laouen gant ar mennozh-mañ, kavout un ti d’ober skol ha kerent laouen da fiziañ o bugale ennomp. Dre ma vije skolioù privez avat, evel am eus displeget em levr, n’hor bije ket a skoradoù a-berzh ar stad c’hall. Diaesoc’h e vefe deomp neuze, met ivez ur chañs e vefe deomp-ni da gaout hor programm skol deomp ! Emaon o labourat war un teuliad a-benn kinnig ar raktres-se d’ar Vrezhoned, en ur vont donoc’h er munudoù evit displegañ ar mennozh. Met krediñ a ran ennañ. Ar youl maget gant ar garantez a zo an nerzh vrasañ a zo er bed. Youl ar Vrezhoned da vezañ mestr en o bro a c’hall terriñ chadennoù divent. Goude, gwir eo, ar youl a vez a-berzh ar vrezhonegerien ne ra ket pep tra. An dud a striv hiziv er rouedadoù skolioù hon eus dija a labour start, ha gwelout a reomp mat siwazh penaos n’eo ket an darn vrasañ eus ar Vrezhoned, eus ar gerent, a gas o bugale er skolioù-se. Ur skol diwan a vez alies-tre ur skol vihan a-walc’h, hag an niver a vugale er c’hlasoù divyezhek a chom gwan kenañ ivez, etre war-dro 10 bugel dre geidenn. Gwelout a reomp penaos n’hon eus ket c’hoazh gounezet emgann ar mennozhioù e Breizh war an dachenn evit ar brezhoneg. Ar brezhoneg a vez c’hoazh gwelet evel un dra diservijus, hag amañ emañ an dalc’h. Ret eo gounit emgann ar mennozhioù.

Dilennet oc’h bet e Dael Breizh. Gallout a rafec’h lâret d’hol lennerien petra eo an Dael ?

An Dael a zo diwanet eus an Emsav. Un arnod nevez eo da c’hounit tachenn war ur politikerezh brezhon e Breizh. Ar pezh a zo dibar gantañ avat, hag a blij din, eo ne glask ket c’hoari gant dilennadegoù ar C’hallaoued, met krouet he deus he dilennadegoù dezhi, gant ar gevredigezh anvet Kelc’h An Dael, hag a aoz pep tri bloaz Dilennadegoù Broadel e Breizh : pep Brezhon a zle kemer ur gartenn-votiñ digant K.A.D., hag ar gwir en deus da votiñ goude-se evit un danvez-daelour (pe parlamantour) hag a zifenno e vennozhioù e-barzh an Dael, bodadenn vroadel ar Vrezhoned. An daelourien o deus da gefridi skrivañ ha votiñ lezennoù evit ar Vrezhoned, a-benn krouiñ hon-unan hon dizalc’hiezh vrezhon.

Kannaded an Dael e 2020

Utopek eo hervez lod, evel-just, dreist-holl pa ouzomp an diouer dafar pleustrek hon eus. Met aozañ a reomp memestra, ingal abaoe 2016, Dalc’hoù miziek. Skrivet ez eus bet kalzik ha lod ac’hanomp a zo bet degemeret en arallvro : e Brusel, e Genève, e Glasgow, evit ober brud da wallblegenn Breizh a-vremañ. Evit gouzout hiroc’h diwar-benn an Dael e pedan pep hini da lenn niverenn miz Kerzu Ar Gouloù Gwenn hag a vo gouestlet dezhi.

Petra a c’hallfe ober un den yaouank tomm e galon ouzh Breizh da zifenn e vro e 2020 d’ho soñj ?

Kentañ tra hollret hervezon : ober e seizh gwellañ da zeskiñ brezhoneg, mod all e chomo da viken e-maez ar c’hoari. Eil tra, mont e darempred gant an Emsav, eleze gant an dud hag a gomz en anv Breizh dieub. Ha p’en defe mennozhioù a-gleiz pe a-zehoù ne vern, gant ma vo brezhon hag evit Breizh. Mont da welout an dud, kemer koumanantoù d’ar c’helaouennoù brezhonek niverus a zo, ha kemer perzh war-lerc’h gant an darvoudoù lies a vez aozet ingal e Breizh hag a ra da Vreizh bezañ Breizh. Bez’ e tle ivez gouzout istor Breizh evit kompren gwelloc’h petra eo bet, ha penaos eo reizhwiriek e teufe adarre da vezañ ur vroad dishual.

Penaos e welit dazont Breizh ?

Ma gweledigezh eus dazont Breizh a zo ur vroad kreñvoc’h eget ar pezh ez eo bremañ war bep tachenn : kreñvoc’h en he folitikerezh, eleze distag diouzh ar « Broc’h-All. » Kreñvoc’h en he hennadelezh (identelezh), eleze brezhonekaet. Kreñvoc’h en he c’harantez-vro, eleze ur bobl desket hag emskiantek eus ar pezh eo. Kreñvoc’h en hec’h armerzh. Ur Vreizh lufrus ha keltiek o parañ a bep tu. Se zo ar pezh a hetan, hag an doare am eus da sellout ouzh an dazont, se eo ma fal din-me.

En e levr An Dazont Klodus e tispleg Tepod e vennozhioù

Goude, n’on ket foll hepken ha gwelout a ran penaos eo bremañ ha penaos e c’hello bezañ diwezhatoc’h ma ne c’hoarvez kemm ebet dezhi. Ar brezhoneg a varvo goustad, e-kreiz an didrouz pa ne vo mui klevet, evel an holl yezhoù all eus ar bed aet da get. Ha gant-se e yay da get emskiantek broadel ar Vrezhoned ha mat e vo dezho, ur wech evit mat, en em zisklêriañ Gallaoued. Ar broadoù n’o deus oad termenet ebet, met marvus int.

……………………………………………………………………………………………………………………………………………………………………………………………………..

Adkavit Tepod Mab Kerlevenez:

3 réflexions sur “Atersadenn gant rener ar gelaouenn « Ar Gouloù Gwenn », Tepod Mab Kerlevenez

Votre commentaire

Entrez vos coordonnées ci-dessous ou cliquez sur une icône pour vous connecter:

Logo WordPress.com

Vous commentez à l’aide de votre compte WordPress.com. Déconnexion /  Changer )

Image Twitter

Vous commentez à l’aide de votre compte Twitter. Déconnexion /  Changer )

Photo Facebook

Vous commentez à l’aide de votre compte Facebook. Déconnexion /  Changer )

Connexion à %s