Bro-Dreger a zo ur rannvro eus Breizh hag ac’h a eus Montroulez betek an Trev. Ar stêr-se ac’h a d’ober an harz etre Bro-Oueloù ha Bro-Dreger. Teir lodenn ac’h a d’ober Bro-Dreger. Graet e vez Treger-Izel eus ar parrouzioù hag a zo e Mervent Bro-Dreger, war-dro Montroulez, pa vez anvet Treger-Vras al lodenn a zo er C’hôrnog, war-dro Lannuon ha Landreger ha Treger-Vihan al lodenn a zo kostez Gwengamp. Gwechall gozh e oa Bro-Dreger un eskopti emren met staget eo bet eskopti Landreger ouzh eskopti Sant-Brieg da vare an Dispac’h. Bremañ eo disrannet Bro-Dreger etre departamant Penn-ar-Bed hag hini Aodoù-an-Arvor. Bro-Dreger hiziv-an-deiz a zo poblet gant un 200.000 a dud bennak.
Liesterioù
→ Al liesterioù en « où » pe « ioù » a vez lâret « o » pe « io » e tregerieg.
Da skouer, « gweleoù » a vez distaget « gweleo », « bagoù » « bago » hag all.
→ Cheñch a ra ar c’hensonennoù dent (z, d, t) alies pa vez ul liester en « o » pe « io ».
– « z » ac’h a da « j ». Da skouer : « miz » ac’h a da « mijio » (mizioù) el liester.
– « d » ac’h a alies a-walc’h da « j » ivez. Da skouer « Pred » ac’h a da « prejo » (predoù).
– « nt » ac’h a da « ñch » bepred. Da skouer « Hent » ac’h a da « heñcho » el liester.
Araogennoù
→ Eil stumm liester an araogennoù a vez distaget evit gerioù-zo : « -ac’h » e-lec’h « oc’h ». Da skouer : « ganac’h » e-lec’h « ganeoc’h ».
→ Trede stumm liester an araogennoù a vez distaget « e », e-giz e Bro-Wened. Da skouer « outo » ac’h a da « oute », « ganto » da « gante ».
→ An araogenn « da » a vez displeget ha distaget evel-se :
Displegadur | Distagadur |
Din | Din |
Dit | Dit |
Dezhañ / Dezhi | Dañ pe Deañ / Dei |
Dimp | Dimp |
Deoc’h | Dac’h |
Dezhe | Dê |
→ An araogen « a » a vez displeget ha distaget evel-se :
Displegadur | Distagadur |
Ac’hanon | Anon |
Ac’hanout | Anout |
Anezhañ / Anezhi | Anañ pe ‘Neañ / Anei pe ‘Nei |
Ac’hanomp | Anomp |
Ac’hanoc’h | Anoc’h |
Anezhe | Anê pe ‘Nê |
→ Araogennoù zo, evel : enep, a-dreñv, a-raok, a-dreuz, tost, dreist, a-us, etrezek… a vez displeget gant an araogenn « da » war-lec’h, kuit da vezañ displeget int-i o-unan. Da skouer : « Dreist dimp » e-lec’h « dreistomp ».
Displegañ verboù
→ Displeget e vez eil stumm al liester « -et » e-lec’h « -it » koulskoude. Da skouer « Karet ho mamm » (Karit ho mamm), pe « Komz a ret » (Komz a rit).
Ar verb Bezañ
→ En doare gourc’hemenn :
– | – |
Bez / Be | Sois |
Beet | Qu’il ou qu’elle soit |
Beomp | Soyons |
Beet | Soyez |
Beent | Qu’ils ou qu’elles soient |
→ En amzer dazont eo disheñvel an displegadurioù :
Bin | Bin |
Bi | Bi |
Bo | Bo |
Bimp | Befomp |
Beot | Befet |
Bint | Befont / Boint |
→ En amzer a-vremañ, stumm emañ, ne vez ket distaget e-giz e brezhoneg peurunvan
Emaon | ‘h on |
Emaout | ‘h out |
Emañ | Emañ |
Emaomp | ‘h omp |
Emaoc’h | ‘h oc’h |
Emaint | Emaint |
→ E Bro-Dreger e vez kavet ivez stummoù ar verb bezañ hep ar c’hemmadurioù pennañ evit respont d’ar goulennoù, pe pa vez implijet ar verb goude « mar », setu un nebeut skouerioù :
Goulenn | Respont |
Ne oan ket gleb | Boas (Tu étais) |
N’out ket fur ? | Gon (Je suis) |
Ma’z e oan / Mard e oan | Mar boan (Si j’étais) |
Ma’z on / Mard on | Mar gon (Si je suis) |
Ar verboù
→ Ar verb mont a vez displeget gant « c’h » e-lec’h « y » pe « z ». Da skouer : « Ec’h an d’an emgann » e-lec’h « Ez an d’an emgann », pe « Me ac’h a » e-lec’h « Me a’z a » pe « Me a ya ».
→ Alies a-walc’h ec’h a an « e » da « i » e verboù zo, padal e chom an adanor e « e » an darn vrasañ eus an amzer. Un nebeut skouerioù :
Debriñ | Dibri | Debret |
Berviñ | Birvi | Bervet |
Krediñ | Kridi | Kredet |
Kreskiñ | Kriski | Kresket |
Pediñ | Pidi | Pedet |
Degemer | Digemer | Digemeret |
Ar verb Gouzout (Goût)
→ En amzer a-vremañ eo standart a-walc’h an traoù, met distaget e vez an amzerioù all gant ar b.v. « gwi ».
Amzer a-vremañ | Amzer dremenet |
Gouzon | Gwien |
Gouzout | Gwies |
Goar | Gwie |
Gouzomp | Gwiemp |
Gouzoc’h | Gwiec’h |
Gouzont | Gwient |
Dibarderioù
→ Ne vez ket graet bepred ar c’hemmadur d > z, neuze e vez lâret : « Ar sizhun a deu »
→ Gerioù dibar o distagadur :
Eo | Ê | Bras ê an delwenn |
Hiziv | Hirie | Braw ê an amzer hirie |
Erruiñ | Ay | Ay ê skuiz gantañ |
→ « eu » pe « e » a c’hall bezañ distaget « o » e gerioù zo evel :
Bep | Bop |
Seurt | Sort |
Bepred | Bopred |
Peseurt | Pesort |
Memes | Momes |
Trugarez vras evit ar munudoù-se a verk ar c’hemm a zo etre ar brezhoneg unvan hag hini Treger.
J’aimeAimé par 1 personne
Mann ebet. Dont a raio pennadoù all diwar-benn ar rannyezhoù all ivez ! Kenavo deoc’h.
J’aimeJ’aime