« Perak plegañ ho penn? » Ur barzhoneg diwar-benn ar Vaouez, skrivet gant Loeiz Herrieu (1957)

Hiziv e kinnigomp deoc’h ur barzhoneg skrivet gant Loeis Herrieu, unan eus hor barzh gwellañ. Skrivañ a rae Loeiz Herrieu e gwenedeg peogwir e oa gwenedour a-orin. Koulskoude e welot ne goll ket o bravantez e varzhonegoù lakaet e peurunvan : peurbadus eo oberenn Herrieu.

Ar barzhoneg a ginnigomp deoc’h a zo bet tennet eus « Dasson ur galon », pennoberenn hor « Barzh-labourer ». Ennañ e welot gweledigezh kelitek hengounel ar Vaouez, pell-pell diouzh ar weledigezh kreizdouarel.

Perak plegañ ho penn?

O plac’h ! Perak plegañ ho penn ?
Dindan bourdoù amoed ar bed ?
War an douar-mañ, krouadur ebet
N’eo ken kaer en e anien

.

Seul gwezh m’en deus klasket mab-den
Ober un doue ag ar Gened
Gant ho korf en deus eñ gwisket
Ho korf, pennober an Eden

.

A pa venn ar C’hroueour, un deiz,
Diavaeziñ E vraventez,
N’ho kro ket a fang, evel Adam !

.

Goude d’E zaouarn bout gwalc’het
Holl-vrav Eñ ho tres, ‘n ur lâret :
« Anezhi ‘vo a raimp Hor Mamm »

Loeiz Herrieu

Dasson ur galon, 1957

Boudicca, rouanez ar Vrezhoned

Une réflexion sur “« Perak plegañ ho penn? » Ur barzhoneg diwar-benn ar Vaouez, skrivet gant Loeiz Herrieu (1957)

Votre commentaire

Entrez vos coordonnées ci-dessous ou cliquez sur une icône pour vous connecter:

Logo WordPress.com

Vous commentez à l’aide de votre compte WordPress.com. Déconnexion /  Changer )

Image Twitter

Vous commentez à l’aide de votre compte Twitter. Déconnexion /  Changer )

Photo Facebook

Vous commentez à l’aide de votre compte Facebook. Déconnexion /  Changer )

Connexion à %s